C'HWI ZO UN DEN A VICHER


TUD A VICHER ?  Embregerezh, kenwerzhour, artizan, produer lec'hel... 

 

 

Ho keveler a-feson a vo Krank Du evit diorren kehentiñ / darempred hollek hoc’h embregerezh.

communication globale ferme enseigne signalétique logo identité visuelleconsigne stand marché plv panneau pancarte photographie packaging internet site web réseaux sociaux mise en page rédaction fiche recette charte graphique catalogue
ur skouer kehentiñ hollek evit un atant

 

 Gant Krank Du :

 

●  Diouzhtu-kaer e viot selaouet en doare aketus hag e vo kinniget deoc’h un diagnostik ha kuzulioù hinienn.

 

● Gant ur c’hendivizer nemetañ e komzit bepred. Ur c’hendivizer kizidik diwar-benn ar raktresoù lec’hel.

 

- anaoudegezh ar vro

- reaktiv ha gwevn 

- reiñ pouez d'an darempredoù fetis

 

● Identitelezh-gwelet ha kemenadennoù hoc’h embregerezh a vo graet en ur mod hollek

 

- Lakaat kehentiñ tro-dro d'ho raktres da vezañ sklaer ha poellek

- Kaout nebeutoc’h a gendivizerien evit chom hep koll amzer ha lakaat an traoù da vezañ simploc’h

- Bezañ heuliet ha heñchet ganin war berr hag hir amzer

- Klask diskoulmoù evit kaout doujañs ouzh ho pudjed

 

● Hoc’h oberezhioù zo lakaet war-wel e galleg hag e brezhoneg

- Lakaat an holl da c'houzout pegen gwriziennet oc'h ouzh sevenadur ar vro

- Kehentiñ en doare kizidik talvoudoù hoc’h raktres pe hoc’h embregerezh

- Diskouez d’ar re all oc’h tost outo ha engouestlet gant raktresoù lec’hel

 

● Gant Krank Du e skoazellit an diorren lec’hel ha padus

- Da skouer : an traoù da voullañ a vo roet d'ar gevelerien lec’hel da gentañ 

- En em aozañ tro-dro d'ur rouedad gant kevelerien lec’hel ha doujus ouzh an endro

=> sikour an diorren lec’hel ha digreskiñ dilaoskadennoù gaz efed ti-gwer 

 

 

 



Rentañ servijoù

LUC’HSKEUDENNEREZH / FOTOIOÙ

 

Poltriji 

 

Kelaouennoù dre fotoioù / darvoudoù ha produioù 

 

Eil-aozadurioù / peurlipat fotoioù ha adframmañ 

 

 

GRAFEREZ HA KEHENTIÑ-GWELET

 

Identelezh-gwelet 

Logo, kartenn-vizit, talbenn-lizher, sinadur niverel/bostel, karta c’hrafek

 

Graferezh evit moullañ 

Skritell, follenn-nij, plaketenn, pladenn, kartenn-pedadenn, kartenn-hetoù

 

Bruderezh war al lec'h gwerzh (PLV) 

Banderolenn, totem, panell, asagn, rakstal, kehentiñ war girri/kirri-samm…

 

Pakadurezh ha produioù restaolet 

 

Panellerezh 

 

Eil-produioù 

 

WEB 

Lec’hienn «rakstal», banniel ha stlenngraferezh evit roudedadoù sokial,

kemennadenn bev (GIF)

 

 

SKRIDAOZAÑ GALLEG/BREZHONEG

 

Endalc’had web 

 

Skridaozañ gerioù-stur / luganoù, testennoù bennak 

  


Petra emaoc'h o klask war lec'hienn Krank Du ?