POLTRIJI / LUC'HSKEUDENNOù


Er penn-kentañ tout em eus bet c'hoant kontañ istorioù pa oan o foetañ bro. Lec'hioù disheñvel a zo : straedoù Brest ha Paris, an arvor hag an argoad, an dud war an hent... Ur benveg a-feson eo evit tapout traoù war ar prim ha derc’hel soñj ouzh aerglerc'hioù boemus. Emzalc’hioù an dremenidi, sklerijennoù ar mor, lusk-dilusk ar porzhioù, yezhaj ar gwez...

 

Nebeud ha nebeud eo bet implijet ar luc’hskeudennerezh ganin pa oan o klask tachennoù grafek nevez... Ha tamm ha tamm eo deuet da vezañ ul lodenn fetis eus ma micher.