PIV EO KRANK DU ?


Daoust ma kar e roc’h eo Krank Du ken en e vleud war zouar ha ma z’eo war vor.

Ur gontell-suis eus ar vro !

N’och ket drougvesket o vont war al lec’hienn-mañ, na rit ket bil ! Amañ ne vez ket komzet diwar-benn boued-aod pe penaos ez a en-dro ur gontell met kentoc’h tro-dro an dizagn hag ar c’hehentiñ.

 

Neuze, Evel ur gontel-suis en deus Krank-du meur a oustilhoù. Unan gant pep pav zoken ! Pep benveg eo kinniget d’e gevelerien evit sikour anezho gant oc’h oberezhioù :

 

 

 

Graferezh ha kehentiñ gwelet

-

Fotoioù / poltrejoù

-

Skridaozañ e galleg hag e brezhoneg (evel just)

-

Pakadurezh ha bruderezh war al lec'h gwerzh 

 

 



Mathieu Le Guern, alias Krank Du, en deus studiet an arzoù pleustrek ha « dizagn ar produioù » e Brest -Lise Vauban- ha goude er Skol Boulle e Paris. Goude-se en deus kroget gant ul labour grafour dizalc’h a-raok labourat en Ateliers Malegol (Lannuon) evit krouiñ hag elpennañ arrebeuri ha raktresoù ajañzamant e-pad c’hwec’h bloaz.

 

 

E Plougastell emañ o chom Krank Du, el lenn-vor, stok-ha-stok ouzh Brest.

 

< lennit ar CV


Talvoudekaat startijenn ar vro

Chom a ra tomm ouzh e vro Krank Du ha n’eo ket ur gudenn bezañ staget outañ. Diazez e spered hag e dalvoudoù eo zoken. Talvoudekaat startijenn an embregerezhioù eus ar vro, lakaat mennozioù ar c’hevredigezhioù er Penn ar Bed da virvil… se a blij dezhañ.

 

Dre e zifrae hag e rouedad e klask Krank Du digas pouez d’an traoù ijinet ha graet en doare lec’hel, tost ouzh ar vro. Evit digreskiñ gazoù efed ti-gwer dreist holl, met evit skoazellañ derc’hel labour er vro ivez.


Bezañ kizidik ouzh an endro... N’eo ket poellek evit ur c’hrank?

Skoazellañ an dud a gemer perzh eus al labour-douar biologel hag an dioren padus zo ur pal bizet gant Krank Du dre e servijoù. Evit bevañ gant ur mod kret, dre un doare a bad, hag evit soursial ouzhimp-ni ivez.

 

Evit pep embregerzh, pep kevredigezh ha pep den prevez eo engajet Krank Du skoazellañ anezho da gonsomiñ nebeutoc’h ha gwelloc’h. Ober gant reizhpoell o tiazezañ dalc’hoù an adaozañ ha «0 lastez».


Petra emaoc'h o klask war lec'hienn Krank Du ?