ETRE AN 8 HAG
AN 31 A VIZ GENVER E PLOUGERNE
PEMP silabenn evit al linenn gentañ,
SEIZH evit an eben ha
PEMP silabenn c'hoazh.. Savet eo an haïku.
O skrivañ haïku e kontan ma fotoioù. E brezhoneg e vez ijinet ar barzhonegoù berr er penn-kentañ tout. Desket ‘meus brezhoneg n’eus ket pell zo, neuze e sikour
ac’hanon evit mont pelloc'h gant ar yezh. Skrivañ e brezhoneg a lak ac’hanon da frifurchal donoc'h em fromadennoù ivez, hep sil. Goude e klaskan un droidigezh e galleg. Un dra a-bouez evidon eo
derc'hel lusk an haiku kentoc'h eget treiñ anezhañ penn-da-benn.